Aleksandr Dvornikov


Aleksandr Vladimirovich Dvornikov (Александр Владимирович Дворников e rusianeg ; bet ganet d'an 22 a viz Eost 1961) zo ur jeneral arme eus Nerzhioù Douar Rusia hag un haroz eus Kevread Rusia.

Emezelet eo Dvornikov en Arme soviedel e 1978 goude bezañ bet diplomet e Skol vilourel Suvorov en Ussuriysk. Bet eo neuze e Skol-bleustriñ Uhelrenerezh Moskva m'eo bet diplomet anezhi pevar bloaz war-lerc'h. Goude-se eo bet o servijout e Rannbarzh milourel ar reter pellañ. War-lerc'h c'hoazh eo bet o studiañ en Akademiezh vilourel Frounze betek 1991. Kaset e voe da c'houde da Strollad Nerzhioù ar C'hornôg, m'en deus servijet evel Komandant batailhon er 6vet Brigadenn Gwarded Fuzuilherien kefluskeret. E dibenn ar bloavezhioù 1990 e oa bet e penn rejimantoù en 10vet Rannarme Gwarded Tankoù hag en Eil Adarme Gwarded Fuzuilherien Kefluskeret Tamanskaya. Deuet eo Dvornikov da vezañ Pennsturvod ha goude-se Komandant un adarme fuzuilherien kefluskeret e Rannbarzh milourel Norzhkaokaz. Goude bezañ bet diplomet eus Akademiezh vilourel Pennsturvod Nerzhioù armet Rusia eo deuet da vezañ eilkomandant ha Pennsturvod an 36vet Arme. E 2008 e voe anvet Dvornikov e penn 5vet Arme ar Banniel Ruz. Goude servijout evel eilkomandant e Rannbarzh Milourel ar Reter e voe anvet da Pennsturvod ar Rannbarzh Milourel Kreiz, m'eo bet e gomandant e-pad miz. E miz Gwengolo 2015 eo bet komandant kentañ Nerzhioù armet Rusia e Siria e penn-kentañ Emelladenn vilourel Rusia e Siria. Garedonet e voe Dvornikov gant an titl a Haroz Kevread Rusia evit bezañ bet e penn emelladenn Rusia e Siria. E miz Gwengolo 2016 eo bet anvet komandant Rannbarzh milourel ar Su.[1]

  1. Patrom:Ruheroes

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search